Gwynfor Evans

Gwynfor Evans (a-gleiz, en e sav) e 1959 pa oa o kabaliñ.
Maen-koun Gwynfor Evans e Carn Goch, e-kichen Llandeilo.

Gwynfor Evans (pe Gwynfor Richard Evans, e anv en e hed) a oa ur politikour kembreat, e penn Plaid Cymru. Ganet e oa bet d'ar 1añ a viz Gwengolo 1912 en Y Barri ha marvet d'an 21 a viz Ebrel 2005 e Llanybydder. Unan eus politikourien bouezusañ Kembre eo bet en XXvet kantved. Prezidant ar strollad Plaid Cymru e voe etre 1945 ha 1981, hag an hini kentañ eo bet o c'hounit ur sez kannad e Ti ar C'humunioù, e Londrez, en anv Plaid Cymru, e 1966. Skrivet en deus ivez meur a levr a denn da istor pe da bolitikerezh Kembre.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search